Paroles.cc - Chercher

Les paroles de la chanson
« Yezhou bihan »
Gilles Servat

Yezhoù, ma vez graet bihan ac’hanoc’h,
Evel ar stered, o strinkañ e brozh an noz,
Ha petra vefe al loar hep o skedoù,
Met ur gouloù nemetañ, kreiz an egor goullo?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac’hanoc’h,
Evel gwad hag aour bokedoù ar pradoù,
Ha petra vefe ar geot hep ho karmoù,
Met lavnennoù, holl heñvel, en ec’honderioù don?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac’hanoc’h,
E-giz inizi war ar mor bras hadet,
Ha petra vefe ar mor hep ho klasted,
Nemet irvi hag irvi hep diwezh an tonnoù?